MAG septembre 2019 : traduction de l'édito du maire en breton

Pennad-stur
Er bloaz-mañ c’hoazh, e-kerzh an hañv a zo o paouez achuiñ, e oa bet abadennoù a-leizh hag a bep seurt ha stank e oa bet an douristed e Gwengamp, deuet da gemer plijadur o welet hon c’hêr vihan gaer, ar monumantoù, ar prizon, ar pontennoù a zo enni, hag hon sevenadur. Met evel-se emañ, adkroget o deus hon bugale gant ar skol hag ar pezh a gont evidomp, bepred, eo klask reiñ un degemer a galite d’hon bugale, dezhe da zeskiñ en un endro gwelloc’h dalc’hmat (ar sizhunvezhioù 4 devezh ½, kinnig an deskadurezh arz ha sevenadur, servijout bara bio er c’hantin, un dro-vrec’h kevreet profet da-geñver ur programm yec’hed evit ar c’hlasoù CM1 ha CM2).
Pa adkrog ar skol ec’h adkroger ivez gant an oberoù er c’hevredigezhioù. Berzh en deus graet ar forom ur wech ouzhpenn, sklaer eo neuze zo nerzh gant ar c’hevredigezhioù ac’hann ha delc’hen a rit-c’hwi, Gwengampiz, da lakaat kalz eus ho poan en un dra eus ar pep pouezusañ : bezañ asambles gant tud all en-dro d’un dra hag a blij deoc’h kalz, en-dro d’ar sport, evit kas un ober bennak da benn.
Evit an ti-kêr, an taol-mañ c’hoazh ec’h adkrogomp gant labourioù. A-benn nebeud e vo digor pradenn Rustank d’an dud a c’hallo delc’hen da vont pelloc’h da vale a-hed ribloù an Trev, evit profitañ muioc’h eus al lec’h dispar a vo staliet un oberenn arz nevez ennañ. Lakaet e vo c’hoarioù evit ar vugale ivez e-kichen pontenn Sant Sebastian. Re wir eo, fellout a ra dimp reiñ ur plas a-feson d’ar vugale e Gwengamp ha, gant ostilhoù seurt-se, talvoudus hag a galite, broudañ familhoù nevez da choaz en em staliañ en hon c’hêr. Emañ al labourioù war-nes kregiñ ivez evit an ti-yec’hed nevez, gant ar memes pal bepred : reiñ binvioù a galite abalamour da lakaat medisined nevez d’en em staliañ e Gwengamp !
Sed aze, war ar pemdez e talc’homp da sevel amzer-da-zont Gwengamp, dezhi da vezañ evel zo dleet ha da sachañ an dud etrezek enni !
Mechañs eo tremenet mat ganeoc’h an distro d’ar skol pe d’al labour.
Philippe Le Goff


1, place du Champ au Roy
BP 50 543 22205 Guingamp cedex
Tél.: 02 96 40 64 40
Fax : 02 96 44 40 67
Courriel : mairie@ville-guingamp.com

Horaires d’ouverture
Du lundi au vendredi de 8h30 à 12h et de 13h30 à 17h30
Le samedi du 8h30 à 12h
Permanence accueil et état civil